Ur vanifestadeg pik-nik d’ar wener 28 a viz here

Publié le par Kevrenn UDB Bro Vrest Goueled Leon

Ur vanifestadeg pik-nik d’ar wener 28 a viz here


Kevrenn UDB Brest ha Goueled Leon a zo bet sebezet bras o c’hoût e nac’he ANPE Brest degemer kemennadennoù kinnigoù labour peogwir oant bet savet e galleg hag e brezhoneg. Renerez ANPE Brest a embann e c’hellfe bezañ degaset e-giz-se un doare diforc’hioù etre an dud a glask labour.

Sevel a ra UDB Brest ha Goueled Leon ur vanifestadeg pik-nik d’ar gwener 28 a viz here adaleg 12e30 dirag an ANPE, 257 straed Jean Jaurès (e kichen plasenn Strasbourg)

Unvaniezh Demokratel Breizh a fell dezhi degas da soñj da ANPE Brest ha d’an ANPEoù all a zo e Breizh eo o c’hentañ labour kinnig kemennadennoù labour da gement hini a zo war glask labour.

Iskis eo pa ouier stad al labour e korn-labour Brest - ouzhpenn 13 000  a dud  a zo war glask labour, feur an dilabour tost da 10 % - gwelet  renerezh an ANPE mont e darempred gant  he « servij al lezennoù » evit goût hag-eñ emañ diouzh al lezenn DAOU ginnig-labour nemetken.

Pezh a weler aze eo pouez ur melestradur kreizennet da vat. Pouez ar c’hontroloù n’eo ket war-lerc’h ar re a glask labour nemetken met ivez war danvez testennoù ar c’hinnigoù-labour.

Da belec’h emañ aet, gant Itron renerez ANPE Brest  « une ambiance pionnière exaltante d'une nouvelle organisation de dynamisation du marché du travail ? » ( Diouzh a embann : ANPE à votre service)

UDB a rank embann ur wech ouzhpenn eo ar brezhoneg hag ar re a gomz ar yezh o deus da c’houzañv eus doareoù diforc’hus al lezennoù ha n’eo ket ar c’hontrol. UDB a c’houlenn groñs digant ANPE cheñch diviz ha skoazellañ da vat, en un doare efedus ar re a glask labour ha derc’hel soñj emaint o labourat  e Europa  a zo liesyezhek ha liesevenadurel.

Publié dans Langue bretonne

Commenter cet article