ANPE Brest hag ar c’hemennadennoù divyezhek galleg/brezhoneg : Un eil kartenn velen

Publié le par Kevrenn UDB Bro Vrest Goueled Leon

ANPE Brest hag ar c’hemennadennoù divyezhek galleg/brezhoneg : Un eil kartenn velen
 


Kemenadenn : Brest ; Breizh

Brest, d’an 12 a viz Kerzu 2005


Un nebeud sizhunvezhioù zo, renerez Ti ANPE Brest-Siam e oa bet kaoz diouti peogwir he doa nac’het embann div gemennadenn labour bet savet e galleg hag e brezhoneg. Diwan en doa kaset an div destenn divyezhek-se peogwir e ranke an dud bezañ brezhonegerien anezhe evit gellout kaout ar plasoù labour-se. Da heul seurt kunujennoù hag an doareoù dismegañsus-se, Unvaniezh Demokratel Breizh he doa aozet ur vanifestadeg d’an 28 a viz Here dirak Ti ANPE Brest-Siam.
 
Ha sed-aze, d’e dro, rener Ti ANPE Brest-Observatoire da nac’h, embann ur gemennadenn divyezhek a-berzh Arvorig FM, pa fell d’ar radio-se kaout daou animatour brezhoneger hanter-amzer.

Dalc’hmat ar memes arguzennoù toull gante o kemer harp war al lezennoù ( rann 2 ar vonreizh, lezenn Toubon). Diboell eo penn-da-benn. Ar c’hemennadennoù-se a zo diouzh al lezenn. Bez e c’hellont bezañ komprenet gant an holl peogwir int divyezhek. Ma ranker diouzh al lezennoù-se sevel ar c’hemennadennoù e galleg, ne verzont ket implij ur yezh all estreget ar galleg.

Gall’ a raer lenn ivez, e testenn lezenn n° 94-665 ar 4 a viz Eost 1994 a denn da implij ar galleg  (lezenn Toubon anezhi), en e rann 21 : « Diferadurioù al lezenn-mañ a zo lakaet e pleustr hep ober gaou d’al lezennadur ha d’ar reolennaoueg  a denn d’ar yezhoù rannvro  ha ne savont ket a-enep d’o implij ».

Gant un tamm fent e verzomp Tier Brest an ANPE o vont re bell ganti da lakaat e pleustr al lezenn pa vez kaoz eus ar brezhoneg hag e-keit-se an ANPE dre-vras bezañ laosk-tre e keñver al lezenn pa vez kaoz eus ar saozneg. Embann a ra kemennadennoù labour savet e soazneg holl, war-bouez nebeut, kuit a droidigezh e galleg, Dav eo prouiñ ? Sellet ouzh an div gemennedenn kevret. An doare-se d’ober  a zo maez al lezenn penn-da-benn, un torfed anat d’al lezenn « Toubon », he fal kentañ dezhi eo stourm a-enep « donidigezh drastus »  ar saozneg.
 
UDB a soñj dezhi eo mantrus enebiezh ANPE Brest a-enep implij ar brezhoneg er c’hemennadennoù labour. Un implijer a fell dezhañ tuta ur brezhoneger e Breizh o tennañ gounit eus ar brezhoneg ouzhpenn ar galleg ne c’hellfe ket en ober ! Ar bed o treiñ da fall eo ?

Anat deoc’h, UDB a ranko mont en-dro war an dachenn ma ne ya ket war wellat doareoù an ANPE en deizioù o tont.

Herve Ar Gall, Mouezh UDB evit ar brezhoneg
(hele-gall@wanadoo.fr; 02 96 24 25 09)

Ronan Divard, Mouezh UDB
 (ronan.divard@wanadoo.fr; 02 98 07 01 32, 06 32 29 30 84)

Publié dans Langue bretonne

Commenter cet article