SINADEG Emglev RFBBI

Publié le par Kevrenn UDB Bro Vrest Goueled Leon

SINADEG

"EMGLEV SELAOUERIEN RADIO FRANCE BLEU BREIZH IZEL EVIT MA VO SKIGNET PROGRAMMOù SAVET E BREIZH" zo bet savet tro-dro d' ur strollad selaouerien RFBBI eus Kreiz Breizh

An Emglev n'eo ket evit degemer politikerezh renerezh Radio France a zo , er mare-mañ, o kreizennañ muioc'h mui programmoù France Bleu. Heñvel tra zo c'hoarvezhet, n'eus ket pell gant ar chadenn ranvroel vez graet France 3 anezhi, betek-hen gant RFBBI, etre 12e30 ha 14e , unan eus ar prantadoù muiañ selaouet outañ, e veze skignet abadennoù savet er vro; bremañ e rankomp gouzañv un abadenn diduamantoù ha kelachoù Pariz gant Patrick Sabatier.

Evit an Emglev, politikerezh a-vremañ renerezh France Bleu a sav a-enep pal pennañ ar radio-se eo lakaat war-sav ur radio lec'hel a skign keleier ar vro hag a sikour krouidigezh sevenadurel ar Rannvro emañ savet-hi. Da soñj  an Emglev, eus an doare-se da verañ an traoù e tiwano ur patrom  radio publik nevez a dalvezo evit ar c'hwec'hkorn penn-da-benn. Ar radio-se ne vo ket e bal dezhañ ken, e mod ebet, lakaat war-wel buhez dibar ar rannvroioù, ha da heul e vo didalvez walc'h deomp-ni.

Peogwir n'eo ket gouest France Bleu da seveniñ goulennoù e selaouerien, da lâret eo kaout ur radio tost eus an dud er vro, an Emglev a c'houlenn vefe savet ur radio "rannvroel" a-servij publik, en galleg hag e brezhoneg war pemp departamant Breizh. Evit Emglev eo an doare nemetañ da ziwall selaouerien Breizh eus divizoù direizh Pariz, blaz ar c'hreizennañ gante...

Da c'hortoz, an Emglev a c'houlenn gant renerezh France Bleu ehanañ  hepdale, gant skignañ abadenn Patrick Sabatier ma c'hellfemp selaoù en-dro abadennoù savet e Breizh, etre 12e30 ha 14e, e-giz ma vez graet gant Radio Frequenza Mora, radio lec'hel France Bleu e Korsika.

Da greñvaat e goulennoù an Emglev a ro lañs d' ur sinaneg, hag e savo ivez ur vanifestadeg e Kemper d'ar sadorn 25 a viz Meurzh da 14e30, dirak ti Radio France Bleu Breizh Izel, straed Falkirk.

Kemerit perzh niverus en obererezhioù-se! Bec'h d'ho pluennoù!

Trugarez vras


Herve Ar Gall

An aozadurioù-mañ o deus galvet ivez da vont da vanifestiñ: Bemdez, Dihun, Diwan, Galv Karaez, Kevredigezh Dilennidi Kuzulioù-kêr Breizh, SLB (Sindikad Labourerien Breizh), UDB (Unvaniezh Demokratel Breizh), UGB (Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg)...

Publié dans Bretagne

Commenter cet article